Oberiadur-brezel Eagle Pull

Oberiadur-brezel Eagle Pull
Tamm eus Brezel Vietnam
Plan an digêriadenn
Plan an digêriadenn

v
Maread 12 a viz Ebrel 1975
Lec'h Phnom Penh Kambodia
Disoc'h Trec'h kaderezh gant lu SUA

Trec'h propaganda evit ar Khmer Ruz

Emgannerien
SUA
Republik Khmer
Khmer Ruz
Pennoù-brezel
Penn an Task Force 76Pol Pot
Kolloù
Hini ebetDianav

Oberiadur-brezel Eagle Pull a oa bet un oberiadur sikour kaset da benn gant Stadoù-Unanet Amerika a-benn reiñ an tu da zigêriañ dre nij Phnom Penh, e Kambodia, d'an 12 a viz Ebrel 1975. E penn kentañ miz Ebrel 1975, Phnom Penh, unan eus al lec'hioù diwezhañ suj d'ar Republik Khmer, a oa enkelc'hiet gant ar Khmer Ruz. Evit krakvevañ ne oa nemet dre an aer hag e oa pourvezet ar gêr adal aerborzh Pochentong.

O welet ma oa an trec'h o vont buan etrezek tu ar Khmer Ruz, gouarnamant Stadoù-Unanet Amerika a zivizas seveniñ un digêriadenn evit keodedourien e vro hag ar re kevredet, dre viñsaskellioù. Ar-se o devoa da gas ar repuidi betek bigi lec'hiet e pleg-mor Thailand. Oberiadur-brezel Eagle Pull a voe sevenet da vintin an 12 a viz Ebrel 1975 ha bet e oa bet un trec'h kaderezh o chom hep koll buhez den ebet. Pemp deiz war-lerc'h e oa riset ar Republik Khmer hag ar Khmer Ruz a aloubas Phnom Penh.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search